Askari

Un askari a oa ur soudard lec'hel e servij an armeoù trevadennel europat en Afrika. Kavet e oa anezho dreist-holl e korn-bro al Lennoù Bras, Kreiz ha biz Afrika. Implijet e vez ar ger-se e saozneg, alamaneg, italianeg, ourdou ha portugaleg. E galleg ne vez implijet nemet evit ober anv eus soudarded an trevadennoù er-maez eus an Impalaeriezh trevadennel c'hall. Raloc'h e vez implijet hiziv-an-deiz c'hoazh evit ober anv eus izili ar polis, ar jañdarmiri pe gwarded surentez.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search